Mont d’an endalc’had

KV-1

Eus Wikipedia
Tank Kliment Vorochilov
familh karbedoù stourm
Iskevrennad eustank ponner Kemmañ
BrezelTalvisota, Eil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Manufactureruzin Kirov Kemmañ
Lakaet er servij1939 Kemmañ
Service retirement1945 Kemmañ

An Tank Kliment Vorochilov (berradu: KV; rusianeg Климент Ворошилов, КВ) a oa anv ur familh tankoù ponner eus an URSS hag anvet a-ziwar komiser an difenn soviedel ha politikour Kliment Vorochilov. An tnakoù-se a oa bet implijet gant al Lu Ruz e-kerzh an Eil Brezel-bed. An tankoù KV a oa brudet dre un hobregon kreñv e penn kentañ ar brezel, dreistbrudet e oant bet e-kerzh kentañ bloavezh aloubadeg URSS gant an Trede Reich hag e harperien. Evit ul lod eus ar stourmadennoù, un tank KV-1 pe KV-2 harpet gant troadegiezh a c'helle talañ ouzh alamanted niverusoc'h. Ar Wehrmacht alaman na c'helle ket talañ outo gant kalz tankoù er mare-se, rak re vihan e oa nerzh o armoù evit distrujañ ar "Russischer Koloss" – "Roñfl rusian".

An tankoù KV a oa tost dibosubl da labezañ (ha da zistrujañ gwasoc'h c'hoazh) gant ar 3.7 cm KwK 36 pe kanol berr 7.5 cm KwK 37 dafaret d'an tankoù, evel re kentañ ar Panzer III pe Panzer IV a oa bet implijet gant nerzhioù aloubiñ an Ahel. Betek ma vije savet kanolioù efedusoc'h gant an alamanted, an tank KV-1 na c'helle ket bezañ distrujet tost nemet gant ar c'hanol 8.8 cm Flak.