Mont d’an endalc’had

Seiz

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ur pennad sidan (disheñvelout) zo ivez.
Ur stal danvez seiz e Turkestan ar Reter (Sina)
Ur seizenn eus Kambodia

Ar seiz (pe sidan[1]), a zo un danvez (ur wienn brotein naturel) hag a denn d'an neud hag a vez steuñvet gant loened 'zo, ar preñv-seiz da skouer, hag a vez implijet da zanvez gwiadel.

Ar protein seiz a zo makromolekul hir graet gant trenkennoù aminek (an alanin, ar glisin hag ar serin dreist-holl) hag a ro ur wienn dourlez. Kalz arthropoded a ra seiz gant o gwagrennoù sidaniñ, en o zouez ar c'hevnid ha biskoul balafaned zo (ar genadoù yponomeuta ha bombiks). Eus klozenn ar preñv-seiz, biskoulenn ar bombiks mouar (Bombix mori), e teu ar gwiadoù seiz hag a vez implijet gant an dud evit ober danvez.

Dizoloet e vije an teknik sidanañ e 2500 araok JK e Sina, ha miret e oa kuzh betek ar bloaz 560. Dont a reas da Europa dre Hent brudet ar Seiz er Grennamzer. Krog e oa da sevel preñved-seiz ha da aozañ seiz eno adalek ar VIvet kantved. Kreskiñ a reas ar produiñ en Italia ha Provañs dreist-holl.

Ar sidanerezh a vez graet eus ar sevel preñv-seiz hag ar produiñ seiz, komz a reer eus ijinerezh ar seizh ivez. Sidaner a vez implijet evit komz eus al loen (ur viskoulenn sidaner da skouer) pe eus an den hag a labour er sinaderezh, en ur seizad pe sidanad, al lec'h ma vez aozet seiz.

Lennegezh

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù=

  1. Hervez Geriadur Hemon-Huon. Hogen daveenn ebet nag e Geriadur istorel ar brezhoneg nag e krennvrezhoneg kennebeut (Glossaire Moyen-breton Émile Ernault).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger seiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.