Mont d’an endalc’had

Naginata

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Gourdoniñ naginata e skol merc'hed Hamamatsu e 1911

An naginata a zo un arm japanat, stumm ur goaf gantañ. An arz gourenerezh a vez graet naginatajutsu anezhañ.

Implijet e oa an arm-se evit troc'hañ pavioù ar c'hezeg a-benn talañ ouzh o red-arsailh war an tachennoù emgann japanat. Gellet a rae bezañ implijet a-enep an droadegiezh evit difenn dezhe mont war-raok pe bountañ warno.

Goude ar bloavezh 1542 ha donedigezh an armoù-tan war an tachennoù emgann e krogas da vont war zigresk e implij, evel ar sabrennoù.

Abaoe ar XVIIvet kantved ez eo an arm gourenerezh implijetañ gant merc'hed Japan.

Manac'h Sōhei e-pad ar marevezh Kamakura gant un naginata

Istor an Naginata

Ganet ez eo an naginata e-kerzh mare Tengyō (938–947). Brasoc'h eo evit ur c'hleze. Abalamour da se e oa dedennus an naginata dre ma roe an tu da dizhout an enebour en ur chom pell dioutañ. An naginata a zo un doare sabrenn bet ouzhpennet ur vazh hir dezhi.

Ar sinoù japanaat o reiñ d'e anavezout a c'haller treiñ gant "sabrenn hir" .

Tro-dro d'an naginata

  • Tomoe Gozen, ar vaouez samourai a stourme gant un naginata.
  • Ikkaku Madarame, un dudenn deus ar manga Bleach, ne implij nemet un arm naginata.

Liammoù diavaez